Degemer mat e Speied |
|---|

Speied zo ur gumun eus Kreiz-Breizh, zo war-dro 2 00 a dud o chom enni.
Bevennet eo-hi er c’hornôg hag en norzh gant div stêr, ar Stêr-Aon hag ar Stêr-Iêr, zo bet kanoliet (Ar Ganol Naoned-Brest). Er gevred pellañ emañ Roc’h Toull al Laeron, lec’h uhelañ ar Menez Du, zo 318 metr uhelder.
Klikañ war ar gartenn evit brasaat anezhi
Ul lec’h a bouez evit ar sevenadur eo Speied. Tud zo n’o deus ket aon d'ober Kêr-benn sevenadur Breizh anezhi.
![]() |
![]() |
|
![]() |
A-hed hec'h istor ez eo bet diskouezet gant Speied skeudenn ur gêr zisuj, ma keje alies an identelezh hag ar blijadur. Er bloavezhioù 70 e oa bet oaled sevenadurel breizhat Menez Kamm ul lec’h emgav evit kalz a studierien eus skolioù-meur Brest ha Roazhon, evit arzourien, hag ivez evit emsaverien.
![]() |
|
|
|

Abaoe 50 vloaz emañ an embregerezh Coop Breizh o produiñ pladennoù ha levrioù a-leizh eno.
![]() |
|
Sevenadur Breizh a vez kaset en-dro e Speied gant ar c’helc’h keltiek Brug ar Menez, zo bet kampion Breizh dañsoù giz gwechall, meur a wech, gant ar Skol Gouren, a ra he lod evit kenderc'hel ar gouren e Breizh, ha gant ar skol-sonerezh Korn-boud.
|
|
Gant an tomm m’eo Speied ouzh hor sevenadur eo bet krouet Bagad Osismi Speied.









