www.bagad-osismi.com

Binioù-bras


Ar binioù-bras skosat eo ar binioù anavezet ar muiañ moarvat e-touez an holl viniawoù. Ober a reer « Great Highland Bagpipe » anezhañ e saozneg ha « Pìob Mhòr » e gouezeleg, Ur benveg seniñ dre c’hwezh eo, gant ul lañchenn doubl.

 


Extrait : Danny Boyle - Masterblasters - Victoria Police Pipe band

 

Cheñchet eo bet e stumm meur a wech a-hed an amzer. Ar binioù bremañ zo anezhañ ur sac’h, ul levriad gant ul lañchenn doubl (e si b), ur sutell, daou gorn-boud bihan hag ur c’horn-boud bras.

 


Nevez zo e oa bet krouet lañchennoù kevanaoz evit ar c’hornoù-boud ha gant an dra-se ne sav ket mui a gudennoù abalamour d’ar glebor evel ma veze gant al lañchennoù korz giz kozh. Ouzhpenn se eo stank-mat ar seier kevanaoz bremañ rak ar seier lêr giz kozh a ranker kempenn alies.

 

Ar binioù-bras a-dreuz hag a-hed ar bed

Implijet e vez ar binioù-bras gant sonerien a-unan pe a-stroll (pipe band disoudard pe soudard). Ledet eo dre ar bed, abalamour dreist-holl da Skokiz hag Iwezhoniz divroet (Bro-Saoz, Kanada, ar Stadoù-Unanet, Aostralia, Zeland-Nevez, Suafrika) ha da-heul kresk impalaeriezh Breizh-Veur (Indez, Pakistan, Nepal, Egipt, Ouganda).

Er Brezel-bed kentañ e oa bet sonerien eus Breizh o servijout en arme a oa en em gavet gant sonerien eus Skos hag evel-se o doa degaset biniawoù-bras ganto da Vreizh. Met gant ar bagadoù bet krouet gant Polig Monjarret  e oa bet ledet ar biniawoù-bras e Breizh dreist-holl. « Biniawoù-bras » a reer anezho da lakaat kemm etrezo hag ar biniawoù-kozh, binvioù breizhek hengounel (s.o. amañ dindan).

 

Ar sonerien biniawoù-bras ofisiel

Ar rouanez Victoria a oa bet ar rouanez kentañ oc’h envel ur soner binioù-bras ofisiel goude bezañ bet o veajiñ e Skos. « Personal piper to the Sovereign » e oa bet anvet hennezh, da lavaret eo « Soner binioù-bras ar rouanez” e brezhoneg. Deuet e oa ar garg-se da vezañ un dra hengounel goude se.

Kefridi ar soner biniaoù-bras ofisiel zo c’hoari da 9 eur vintin bep dibenn-sizhun e-pad war-dro 15 munut dindan prenestr ar rouanez pa vez e Buckhingham, e Windsor Castle, e Palace Holyroodhouse, pe e Balmoral Castle. E penn an "twelve Army pipers" (daouzek binaouer an Arme) emañ ivez . Seniñ a ra al laz-se pa vez aozet "State Banquets", da lavaret eo predoù a vez profet gant ar Rouanez d’he c’houvidi ofisiel.

 

Ar Pipe Bands

"Pipes and Drums" a reer eus ar pipe-bands soudarded e saozneg. Ar pipe-bands anavezetañ zo enno ur strollad biniaouerien hag ur strollad binvioù tos gant sonerien taboulinoù sklat (snare drummers), sonerien taboulinoù tenor (tenor drummers) hag ur soner taboulin voud (bass drummer). E penn al laz-se ez eus ur "pipe major" (pennbiniaouer). En dibunadegoù e c’hall ar pipe-bands bezañ renet gant un "drum major" (penntabouliner), a gas ar strollad war-bouez ur vazh-ren, a reer " mace" anezhi e saozneg. Ar seurt strolladoù a oa bet krouet en armeoù impalaeriezh Breizh-Veur pa oa bet biniaouerien skosat o tostaat d’ar sonerien taboulinoù saoz. Splann eo c’hoazh e teu ar strolladoù-se eus an arme :  kalite ar sonerezh eo a blij d’an dud, met ivez o dilhad kempenn-mat hag o embregadennoù direbech d'ar paz.

 

Ar Binioù-kozh

Ar binioù-kozh eo moarvat ar benveg a veze implijet ar muiañ gant tud Breizh-Izel gwechall. Adal fin an XVIIIvet kanted, hag a-raok ivez moarvat, e oa anezhañ. War engravadurioù kozh e weler biniawoù-kozh dezho ul levriad bras, ar pezh a c’hallfe diskouez e veze sonet ar binioù gwechall en uhelder ar bombardoù. Met adalek deroù an XIXvet kantved e voe krennet trumm al levriad, da zont d’e vent vremañ : skiltroc’h eo deuet ar son da vezañ. Evel-se e soner un eizhvedellad uheloc’h gant ar binioù-kozh eget gant ar biniawoù all a gaver er bed a-bezh.

Sonerien daou-ha-daou


Extrait : Brug ar Menez Speied - Mozaik

 

 

2 et 3 juin a Spezet !