www.bagad-osismi.com

Toumperezh

An daboulin sklat klasel

An doboulin sklat ("snare drum" e saozneg), eo benveg kreiz an toumperezhioù klok. Ur fust kranennek, daou bennad kroc’hen (da seniñ ha da zasseniñ), un dassonell ha hernaj zo ouzh hec'h ober. Etre 10 ha 14 meutad a dreuzkiz hag etre 3 ha 8 meutad a zonder eo ar binvioù-se.


Krec'hin loened a vez implijet e-giz gwechall c'hoazh met krec'hin kevanaoz a vez implijet peurliesañ hiziv an deiz rak padout a reont ouzh ar glebor. Ar fust a c’hall bezañ graet gant aluminiom, kouevr pe prenn. An dassonell, ur seurt rideoz houarn bihan (chadennoù plañsonnet), a c’hall bezañ lakaet evel ma karer. Pa ne vez ket lakaet an dassonell e laka son an daboulin sklat da soñjal e taboulinoù ar soudarded, eeun a-wac'h ha boud ar son anezho ; pa vez lakaet, e vez harpet ouzh ar c’hroc’hen draoñ ha dasseniñ a ra gantañ hag evel-se e vez krouet sonioù skiltr ha kreñv. Peurliesañ e vez implijet evel-se.

 

An daboulin sklat skosat

Disheñvel eo an daboulin sklat skosat diouzh an daboulin sklat klasel abalamour d’an dassonell ouzhpenn zo dindan ar c'hroc’hen skeiñ. Donoc’h eo ar fust kranennek ivez. Er penn kentañ e veze implijet an daboulin sklat skosat evel taboulinoù gant soudarded arme an impalaeriezh saoz. Goude se int bet implijet gant Skoziz en o fipe bands.

 


Extrait : Black label zone - Toufed vil

 

 

2 et 3 juin a Spezet !