
Ar c'hourzaboulin
Ar c’hourzaboulin, a reer ar vandore anezhi ivez, eo an daboulin bennañ. Ganti e vez roet lusk d’ar strollad a-bezh. Kavet e vez e-barzh strolladoù sonerezh a-leizh evel ar fañfarioù pe ar pipe bands.
Gant un taloubiner hepken e vez sonet ar c’hourzaboulin. C’hoarvezout a ra avat e vefe meur a soner o seniñ taboulinoù, dezho treuzkizioù disheñvel, evit krouiñ efedoù.
Ar c’hourzaboulin, anezhi ur fust kranennek ha daou bennad kroc’hen, a skoer warni war-bouez daou vell.
Ar binvioù tos all
An daboulin denor eo ar benveg tos all a vez implijet ar muiañ en ur bagad.
Met kalz a strolladoù a ra gant binvioù tos a bep seurt, a zeu eus an toumperezhioù klok pe eus sevenadurioù all eus ar bed.
Ne vez ket kement-se a vinvioù tos pa vez dibunadegoù, koulskoude, rak gwall ziaes eo bale ganto (ha pounner int !).



