Istor

 

Ar grouidigezh

Krouet e oa bet ar Bagad Osismi en un emvod diazezañ d'ar Sadorn 18 a viz Genver 2003 ha degemeret e oa bet e statudoù er vodadenn-se ivez.

Kumun Speied zo, a-gozh, ur lec’h a bouez evit kendalc’h ar sevenadur breizhek. Dre-se e oa bet divizet krouiñ ar bagad gant ar c’hoant da wareziñ ha da vodernaat hor sevenadur.

Krouet e oa bet ar bagad diwar netra gant un nebeud sonerien arroutet. Er bloavezhioù kentañ e oa bet stummet sonerien ha prenet e oa bet kalz a vinvioù-seniñ dreist-holl.



Ensemble bombardes
Concours 2008

 

Ar genstrivadeg kentañ

Ar bloavezh 2006 a oa bet ur bloavezh a bouez en istor ar bagad, rak evit ar wech kentañ en doa kemeret perzh e kampionad ar bagadoù 5vet rummad e Karaez-Plougêr.

E 2007 e oa deuet a-benn ar bagad da vezañ dibabet evit gourfenn ar genstrivadeg 5vet rummad, hag echuet en doa en 9vet renk.

 

Concours 2008
Concours 2008

Crédit photo : Bagad Osismi - Hermeline Gouzerh - Eddy Jaffry - An Tour Tan

Concours 2008