
|
Bep bloaz, en dibenn-sizhun kentañ a viz Mezheven, e vez aozet ur gouel, anvet Gouel ar Menez, gant bagad Osismi Speied. Pal kentañ ar gouel-se zo aozañ ur genstrivadeg sonerien daou-ha-daou binioù-bras ha binioù-kozh evit tonioù ar menez. |
|
E liorzh ar presbital ha war plasenn an ti-kêr (e sal ar gouelioù pe e sal ar sportoù mar bez glav) e vez dalc'het ar c'henstrivadegoù. Ur plañchod a lakaer war ar blasenn evit ma c'hallo an dañserien en em reiñ d’ar gavotennoù. An dud o devez c’hoant a c'hall ivez kemer perzh er genstrivadeg dañs.
Digoret ez eus ur genstrivadeg ivez evit ar sonerien akordeoñs (Tavarn ar Shelton), evit ar sonerien glarinetenn (Tavarn an Ti kozh) , evit ar daouadoù a-youl-gaer, hag evit ar ganerien Kan-ha-diskan (e-pad ar genstrivadeg dañs).
| |
Aozet e vez an devezh evel-henn :
Mintin : Ton-bale ha sonenn evit biniawoù-kozh ha biniawoù-bras
Adalek 14e : Kenstrivadeg gavotenn evit ar sonerien, kanerien, dañserien war plasenn an ti-kêr / Kenstrivadeg akordeoñs ha klarinetenn
Disoc’hoù war-dro 20 e
Digoust eo mont e-barzh ar gouel.
Gallout a reer evañ banneoù en DAVARN OSISMI staliet a-ratozh war ar blasenn evit ar gouel pe debriñ boued er stalioù tro-war-dro.











