
| Sonerien - Akordeoñs - Treujen Gaol - Dañs - Daouad a-youl-gaer - Kan ha Diskan |
Krouet e oa bet Gouel ar Menez da gentañ penn evit aozañ ur genstrivadeg sonerien daou-ha-daou evit tonioù ar menez. Kalonenn ar gouel eo ar genstrivadeg-se hiziv, ha pa vefe abadennoù all ouzhpenn.
Gant ar genstrivadeg aozet e-pad Gouel ar Menez e c’haller bezañ dibabet (nemet ar re yaouank) evit kampionad Breizh, a vez aozet bep bloaz e Gourin e deroù miz Gwengolo.
3 rummad a vez kinniget er genstrivadeg :
Binioù-bras Bombard :Trophée Michel Keranguyader |
Biniou-kozh Bombard :Trophée Iffig Com |
Ar re yaouank Bras/Kozh |
| |
|
Ar genstrivadeg zo rannet e div lodenn :
- Ton-bale / Sonenn : Diouzh ar mintin e rank ar c’houbladoù seniñ un ton-bale hag ur sonenn da c’houde. E liorzh ar Presbital e vez aozet ar c’henstrivadegoù Binioù-bras - Bombard ha Sonerien yaouank (ar re yaouank da eil) peurliesañ. War plasenn an ti-kêr e vez aozet ar genstrivadeg Binioù-kozh - Bombard.
- Gavotenn : En enderv e rank ar c’houbladoù seniñ un heuliad gavotenn penn-da-benn. Seniñ a ra an holl genstriverien war plasenn an Ti-kêr, gant Binioù-kozh ha Binioù-bras a bep eil. D’an hevelep mare e vez aozet ivez ar genstrivadeg dañs war ar plañchod bet lakaet war ar Blasenn.
Ma vez glav, evel ma oa bet d’an enderv e 2008, e vez aozet ar genstrivadeg e Sal ar Sportoù, zo 500 m pelloc’h.
Evit gouzout hiroc’h war ar genstrivadeg ha/pe war ar reolennoù e c’hallit implijout ar forom pe dont e darempred ganimp war-bouez ar furmskrid enlinenn.











