Kenstrivadeg

Seule la version française est officielle


Raklavar

Aozañ a ray Bagad Osismi Speied ur genstrivadeg sonerien binioù/bombard ha binioù-bras/bombard
d’ar 4 a viz Mezheven 2017.
Ar genstrivadeg-se a dalvez da zibab an dud, evit tonioù ar Menez, a-benn kampionad sonerien Gourin,
er rummadoù sonerien varrek binioù/bombard ha binioù-bras/bombard.
Rankout  a ray ar sonerien a gemero perzh er genstrivadeg doujañ d’ar reolennoù amañ dindan :




Mellad I Enskrivadurioù


1.1 Digor eo ar genstrivadeg da gement soner a son ar binvioù meneget er raklavar.

1.2 Ret eo lakaat e anv er genstrivadeg en a-raok. Gallout a reer lakaat e anv enlinenn
(bagad-osismi.com), pe dre bostel pe kas ul lizher d’an aozadur.

1.3 Betek ar 1 a viz Mezheven 2017 e c'haller lakaat e anv.

1.4 Ne vo ket dalc’het kont eus an enskrivadurioù a vo graet war-lerc’h an deiz-se.




 

Mellad II Mont en-dro ar genstrivadeg

 

2.1 Evit kadarnaat o enskrivadur e ranko ar genstriverien en em ginnig d'ar Sul 4 a viz Mezheven 2017,
da 9 e 00 vintin
, war plasenn an Ti-kêr e Speied.

2.2 Ne c’hallo ket ar sonerien kemer perzh er genstrivadeg ma ne zeuont ket d’en em ginnig en deroù anezhi,
da lavaret eo da 9 eur 30, nemet e vefe c'hoarvezet traoù dreistordinal ganto
(gwallzarvoud, barrad amzer fall, h.a.).

2.3 Gouestlañ a ra an aozadur kinnig ul lec’h d’ar sonerien enskrivet evit pleustriñ a-raok mont da seniñ dirak ar juri.

2.4 Teir lodenn a ya d’ober ar genstrivadeg : tonioù-bale, sonennoù, tonioù da zañsal.

2.5 Gant an aozadur emañ ar gwir da enrollañ ar genstrivadeg (klevet, video, luc’hskeudennoù)
ha da skignañ, diouzh an dro, an traoù zo bet enrollet.

 


 

Mellad III Binvioù ha terouer

 

3.1 Ar genstrivadeg a sell ouzh terouer ar menez ha derc’hel a ra kont anezhañ en e bezh.

3.2 An traoù ijinet a-fet sonerezh ha/pe binvioù a vo priziet gant ar ar juri.

3.3 Gallout a ra ar sonerien cheñch binvioù evit pep hini eus ar c’hevezadegoù.

 


 

Mellad IV Ar juri


4.1 Ar juri zo 5 ezel ennañ, dre rummad. Anvet e vez an izili-se gant ar bodad sonerien daou-ha-daou,
ennañ sonerien eus ar c’hornad.
Prezidant ar juri zo anvet gant ar bodad-se ivez. E gefridi zo ober e doare ma tremeno mat ar c’hevezadegoù
ha ma vo doujet d’ar reolennoù. N’eo karget e mod ebet da varn ar gevezerien.

4.2 Anavezout a ra ar genstriverien, e gwirionez, ez eo barrek ar juri. Dre se ne c’haller ket ober galv goude divizoù ar juri. 
Ma vez lakaet reuz gant ur soner bennak e c’hall bezañ skarzhet.

4.3 Doare notenniñ : notennet e vez ar c'hevezadegoù gant dezverkoù evel :
lusk, kizidigezh, eztaol ar sonennoù, eztaol hengounel, doare, dibarded, reizhded, kalite ar son...

4.4 Ma vez rampo strolladoù zo e talvezo  ar gevezadeg dañs an hanter muioc’h evit dispartiañ ar genstriverien.

 


 

Mellad V Disoc'hoù

 

5.1 Ur wech bet an disoc'hoù, ar juri en em vod dindan ren ar prezidant, evit renkañ ar genstriverien.

5.2 Gant ar juri e vez diuzet ar genstriverien dibabet evit kampionad sonerien Gourin, diouzh an niver a genstriverien,
hervez reolennoù B.A.S.

5.3 Prizioù a vo roet d’an tri c’houblad sonerien kentañ e pep rummad gant Bodadeg ar Sonerien ha gant an aozerien.

5.4 Un trofe a vo roet d’ar c’houbladoù sonerien zo aet ar maout ganto. Ret e vo dezho degas en-dro an trofe ha lakaat anezhañ e c’hoari er bloaz war-lerc’h.